Ar suilh-raden

Deiz kentañ a viz Mezheven,
Put an avel, ha lemm, ha yen.
Antronoz vintin ‘voe rev gwenn.
(Amañ ‘lavaromp suilh-raden.)
Pebezh glac’har war an draonienn,
‘Lec’h m’eo tremenet ar wagenn !…
Ha mont ‘ra ‘vel ur wazhienn,
‘N ur rostañ ‘n traoù bep ma tremen.
‘N avaloù-douar erru kaer ;
Ar bleuñv avaloù ‘n o splannder ;
‘Raden nevez ‘n danvez-gouzil ;
Rostet int holl ‘vel war ur c’hrilh.
Hag ar c’hraoñ-poullig, va Doue !
Pa welo se ar vugale…
— ‘Vit ar bloaz, emezo, ‘vo kraoñ —
Suilhet eo ar broñsoù krec’h-traoñ.
Trubuilh war drubuilh da Fañch Kouer
O va Doue ! Pebezh micher !…
Koll a bep tu. — N’eo ket hep mar
Eo ken dilezet an Douar…

4 a viz Mezheven 1962







« »