Ar priñs melen

Dihun eo ar priñs melen
Damzigor e rideozioù ametist
Emañ o ‘n em zistrobañ goustad
eus e ballennoù ruz-aour
N’en deus ket kousket mat ‘m eus aon
Gwell entanet eo e lagad
Sevel a ra ‘vit mont ‘vel bemdez
d’ober un dro en dachenn c’hlas
Gwechoù ne vez ket gwelet
a-hed an eizhtez
Me ‘soñj ‘vez klañv

Print Friendly, PDF & Email