Ar fouet

1
Me ‘m eus ur mignon karet
Ur mignon leal ha fur
Ganin-me eo bet krouet
‘Vit va unan plijadur.
Fiziañs bras am eus ennañ
Perak ‘ta n’am befe ket ?
Ne vin ket gwerzhet gantañ
Rak va mignon eo va fouet.
Diskan
Pa ‘z a va fouet mat en-dro
Evel un naer fuloret
Pep hini a dec’h war-dro
Gant aon bezañ flemmet
Mont ha dont a ra al lêr
En ur c’hwitellat en aer
Ha goude un hanter-dro
Evel ar c’hurun e strak
Evel ar c’hurun e sko
2
Eeun, kreñv ha gwevn eo an troad
Hag aezet-tre da gemenn.
Dibabet am eus ar c’hoad
E kreiz ur bokad kelenn
War benn tevañ an dornell
Kinklet bravik gant evezh
‘N eus kizellet va c’hontell
Kentanv c’hwek va mestrez
3
Troc’het ‘m eus e storeenn
E-barzh kroc’hen ur c’hole.
Gweadennet al lêrenn
Evel moue un inkane.
Aozet am eus an douchenn
Gant korzennoù kanab flour
Ha va c’halon, balc’h, laouen
‘N ‘eus echuet al labour
4
Evel ul loen morgousket
Ha laosk-tre e izili
War va choug ‘mañ astennet
Tost d’am daouarn d’e gregiñ
Bale dinec’h ‘ran bremañ
D’an distro foar pe bardon
Rak doujus e rent kenañ
Ar chas drouk hag al laeron

[1968 ?]
Diwar Lusian Loarer.

Print Friendly, PDF & Email