Ar C’hazhig

Daou devezh en deus miaouet,
Trist ha gwan ; un druez !
Berad ebet digant e vamm.
— N’eo ket tonket dit bevañ,
Eme ar paotr kozh. Gortoz.
Me ‘dorro dit da sec’hed
Ha goude e ‘c’helli repoz…
Gwelet am eus e gorfig difiñv,
War-c’horre ar poull glas
Stourmet en doa evit e vuhezig
Roget gant e bavioùigoù izil
Al liñser boued-houidi.
E vamm, ar gazhez fall,
He deus miaouet un endervezh.
Antronoz edo o redek an drouilhez :
… Gant un targazh…

Mezheven 1964

Print Friendly, PDF & Email