Ar c’hazh a hun (1)

Biroù ha broudoù ar boan
A vir ouzhin an hun
Gwaskoù an enkrez
A vir ouzhin an hunvre
Hag ar bedenn… Padal
Trouzigoù an noz a zastroc’h va enoe :
Strakadennoù munut an etivi en oaled.
Oeñsoù mibin ar glav
O stekiñ ouzh gwer ar prenestr
Boud an avel en ivinenn rividik
Froñj ur c’harr-nij e gwaremm ar stered
Morzhol an horolaj o c’hoveliañ an Eur
War annez an Amzer.
Ha… Koroll al logod er c’hrignol
Tra ma rouzmouz ar c’hazh rouz damgousket
Kollet ‘n e hun ha ‘n e huñvre
E spered o redek war-lerc’h e garedig
Ar gazhez

Print Friendly, PDF & Email