An treuzoù maen

Pedenn eo pe tilsam ?
Enep d’an Temptadur
Ar bazenn vaen-benet
A ra treuzoù an Ti
Ma kan ken taer warni
Va botoù-koad tachet
O tistreiñ da bep pred.
Ar c’han-se bet kanet
Gant botoù-koad va zad
Ha re va mamm garet
… Doue ! Va buhez-pad
Grit m’e ganin bepred.
P’eo pedenn pe dilsam
Enep d’an Temptadur !







« »