An hent kozh

I
Bez’ ez eus e-kichen du-mañ
Un hent amzerioù tremenet
Ha gant an dud ankounac’haet
Un hent kozh don ha sioul kenañ
Hanter mogeriet gant an drez
Kazi toennet gant ar gwez
Bez’ ez eus e-kichen du-mañ
Un hent kozh don ha sioul kenañ
II
Mont ‘ra kammigellek ha kuzh
A-dreuz parkoù ha lanneier
War-zu an dremmwel er pellder
‘Trezek ur gêr gozh kevrinus
Pell zo d’ar gêr-se ne da den
Hag hec’h anv n’ouzer ket ken
Mont ‘ra kammigellek ha kuzh
‘Trezek ur gêr gozh kevrinus
III
En ur c’hroazhent ez eus skoachet
Dindan goudor ar gwez dero
Ha mantellet gant an ilio
Ur chapel vihan dilezet
En he c’hloc’hdi laboused ‘glud
Hag he c’hloc’h sklintin a zo mut
En ur c’hroazhent ez eus skoachet
Ur chapel vihan dilezet.
IV
An hent ‘ziskenn a-dreñv ar roz
D’un draonienn karget a zouster
Aze ‘gan laouen dour ar stêr
‘Tal ur feunteun gant he sant koz
Ar gwezvoud ‘c’houriz ar spern gwenn
An avel ‘luskell ar c’helenn
An hent ‘ziskenn a-dreñv ar roz
‘Tal ur feunteun gant he sant kozh.
V
E-pad sioulder boemus an noz
Pa lugern al loar arc’hantet
E koroll ar gornandoned
War geot kinviek an hent kozh
An touseg kofek ‘ro an ton
Padal an eostig ‘gan ar son
E-pad sioulder boemus an noz
War geot kinviek an Hent Kozh.

[1968]
Diwar Lusian Loarer.

Print Friendly, PDF & Email