An hañv druz

1965

Heuget en deus an holl gant glav
Bremañ war an diwezhadoù
A ra an hañv e baotr brav
’Michañs evit un nebeud deizioù
Marteze ’mañ o klask terriñ o fulor
D’ar re en deus laket e gwall-imor
— Sale temps ! a dufe un tourist gall
— Été pourri ! a fuc’he unan all
— Keuz am eus, eme hemañ
O vezañ deuet d’ar vro-mañ
Da gaout seurt amzer c’hagn
Da vloaz, sur, me ’yelo da Vro-Spagn
… Hommes-Grenouilles ! a huche ar gañfarded
Glav hardizh d’ar gleskered !
Ar peizant, eñ, gwasket gant an anken
A soñje ’n ur skrabañ kostez e benn
— O, Doue va Ene ! Kollet-holl eo an ed
Mont a ray Fañch Kouer da glask e voued,
… Ma ! Du-hont, e beg ar ru
Staliet unan a bep tu
Ur marc’hadour disglavieroù
Hag ur marc’hadour mantilli-glav
’N o sav war o zreuzoù
Ur mousc’hoarzh e korn o genoù
A soñje : Pebezh amzer vrav
… ’Vit hon aferoù ! ! !

22 a viz Gwengolo 1965

Print Friendly, PDF & Email