An Douar

N’hon eus ket karet a-walc’h evit bout dellezek eus an Douar.
N’hon eus ket karet ar gwez, gant o deil distaget eus ar broñs d’an diskaramzer. Ar
rusk gant o man ken kaer.
N’hon eus ket karet an dourioù, na skeud an heol warno. N’hon eus ket karet ar mor.
N’hon eus ket karet ar Garantez, a garemp dreist holl draoù an douar. N’hon eus ket
karet ar Marv.
N’hon eus ket karet an Douar. Nag an oabloù ma red ar c’houmoul. Nag uvelded ar
vuhez pemdeziek, ar blantenn a red ‘rez an douar, tu-gin an delioù, kalonenn ar
wezenn. N’hon eus ket karet ar Goañv. Ne garemp ket maen ar roc’h, kalon ar maen,
nag ar skeudoù kuzhet dindan ar maen.
An noz, an noz hag an hun klouar, na tu-gin pluñv al labous : n’hon eus ket karet
huniñ.
Ne garemp ket ar Bara, c’hwezh ar goloennoù gwenan, ar spezad, nag ar pesked teñval
hag a wel tu-gin ar gwagennoù.
Ne garemp ket an Tan ; ne garemp ket an Avel ; nag ar mennozh a ‘n em zifenn hag ‘n
em nac’h, nag ar meiz a youl hag a dremen dreist ar soñj.
N’hon eus ket karet hon hunvreoù, n’hon eus ket karet an daouarn hon dalc’he war an
tirien-mañ, nag ar re hon gwele o tec’hout hag a grede hon derc’hel gant o daouarn.
Ne garemp ket an antronozioù. Doan ‘rae dimp an diogelded : ar marmor, an aktoù a
feiz.
Doan hor boa rak ar pezh a fiñv, hag ar pezh na fiñv ket. Kasaet hon eus al listri, ha
mallozhet war an ervioù. An houarn en deus skalfet dimp hor roufennoù, an holen ‘zo
bet kroget en hon divjod. Distaolet hon eus an houarn ha kondaonet an holen.
Mallozh. Mallozh war an douar-mañ, war ar mintin, ha war roz ar beure. Ar rozenn ‘zo
kouezhet marv, hag ar mintin ‘zo gweñvet.
Ha, sur, ni a gare ar Bara, ar porselen, ar seiz, frond ar vaouez, mare ar garantez. Ni a
gare pezh a ra diouer d’an deiz-mañ hag an Eur o tremen, ar mor. Met karout ‘raemp
muioc’h c’hoazh ar veaj.
Ne garemp ket an Douar a-walc’h evit chom.





« »