An douar ponner

Ponner eo an douar : bouilhenn ar geunioù gant he genoù gwak ‘deus sachet meur a
gorf en he c’hof glañch, ha mailh an douar labour.
Ponner eo ar vein. Ha pouez an Tiez a vrev meur a Ene. Framm ponner an hentoù !…
Ponner eo ar frondoù a droidell a-rez an douar gant an delioù sec’h ; teuc’h blaz ar
frouezh ; ha pouezus ar c’housk a sil er gwazhioù ul likor plom, ar c’housk a ziskar ar
penn hag e stek ouzh ar roc’hell.
Ponner eo ar mor. Brevet eo va c’horf gant beaj ar goeletennoù ha flemm ar
pirogennoù.
An naft a stouf din va gouzoug, gwad roeñverien an triroeñv a skuilh e kalon va eskern
ur c’hlabousenn re bonner.
Ponner eo ar c’hig a zivian o tarzhañ skourroù ar gwez. Ponner eo ar gwez.
Hag an hent adpleustret, ar ouiziegezh hag ar c’hlanded. Hag ar Garantez hon diskar
evel o tezrevell ar marv.
Betek ma kouezh ar skeud-se anterin warnon ha va brev war voger lañkr an Neñv.

Diwar Marcela Delpastre.

Print Friendly, PDF & Email