An divaskell

— Na me ‘garfe nijal evel ar wennili
E c’harme ur bugel
Me ‘savfe evelti
Uhel, uhel, uhel
Bete dorozioù aour ar Palez peurbadel.
Pa glevas ar vammig
Ar mennad-se ken kaer
‘Lavaras d’he mabig
— Mard eo ‘vit da Zoue tostaat
Emezi, out o huanad’
Kemer da lañs ha sav en aer.
Souezhet ar bugel
A respont dezhi
— N’on ket ur wennili !
N’am eus ket divaskell !
— Divaskell hoc’h eus va bugel
— Divaskell, me ! Da zibradañ ?
Da nijal d’al lec’h a garan ?
— Hag hoc’h eus, mabig-me
Hoc’h eus sur divaskell :
Unan eo ar Bedenn. Eben ar Garantez.

6 a viz Mezheven 1967







« »