An Den hag ar Wezenn

Graet a zo dezhañ ur groaz nevez, gant stoc’’hennoù divrazet.
Ar wezenn ’’oa yaouank, a-boan darev. N’’he doa douget c’’hoazh nemet he skourroù :
n’’anaveze nemet he deil ha pouez he frouezh hag ar selin gwenn.
Roet ’zo dezhañ ur groaz nevez-flamm. Ar wezenn n’’he doa douget nemet laboused,
neizhioù, an amprevan o tremen hag ar glav, an avel a zo ur c’han pa c’’hwezh an Heol
hag an noz.
Roet ’zo dezhañ ur groaz evitañ e-unan. Ar wezenn n’’he doa ket stoket na kig na
kroc’’hen an divskoaz. Ar vouc’hal he doa troc’’het ar c’’hoad evit ar wech kentañ ha
dispeget ar ruskenn. Ar sev he doa beret evit ar wech kentañ.
Evit ar wech kentañ ar wezenn ’’oa kouezhet ‘d’an douar flastret he broñsoù sunek. Ha
trumm ar gwrizioù o doa bet diouer a aer. Ar gwazhioù don o ‘n em c’’houllonderiñ eus
o sev. Bez’’ eo ur wezenn nevez-varv : bez’’ eo skeudenn ur wezenn, gant he
skourroù-mamm tachet a-dreuz he fust. Ar c’’hoad en e gannder n’’en doa ket anavezet
ar gwad o tisec’hañ. Ar c’’hwezenn a labez ar skopadur mezhus.… N’’he deus ket
muzuliet ment ur c’’horf den. Na hed e zivrec’h. N’’anavez ket poulz e beultrin, na
gourlamm ar c’’hof nag ar penn o stokañ, nag ar vorzhed a bleg.
Evit ar wech kentañ eo douget en kroaz gant unan bennak, o stlepañ anezhi dre ar
boultrenn. Hag ar wezenn ’’n em zifenn ket, nemet o pouezañ eus hec’’h holl bouez,
hec’’h holl dolzenn varv.

Print Friendly, PDF & Email