Paol Keineg (ganet e 1944) zo barzh ha c’hoarivaour. Troet en deus meur a varzh amerikan ha brezilian. Er Stadoù-Unanet emañ o vevañ, e-lec’h ma kelenn al lennegezhioù c’hall e Skol-veur Duke, e Karolina an Hanternoz. Un daouzek levr bennak en deus embannet, en o mesk Le počme du pays qui a faim, Lieux communs ha Silva rerum. Paol Keineg hag Anjela Duval a oa mignoned.

Petra eo Quatre Poires ?
Un dastumad divyezhek eo eus barzhonegoù Anjela Duval troet e galleg gant Paol Keineg. Pevar barzhoneg ha tri-ugent zo e-barzh, buhezskrid Anjela Duval, ul levrlennadur ha daou veneger. 

Abalamour da betra embann Anjela Duval e galleg ?
Evit reiñ an tu d’ar c’hallegerien da dañva oberenn ur varzhez brudet ha karet e Breizh. Hag ivez evit sikour ar vrezhonegerien na ouzont ket mat lenn o yezh da gompren ur varzhoniezh a zedenn anezhe met a gavont start da lenn a-wechoù. Bloavezhioù ‘oa e veze goulennet diganeomp embann ur seurt levr. 

Perak bezañ gortozet keit-se, neuze ?
Da zigentañ abalamour ma n’heller ket ober tout ! N’eus nemet c’hwec’h vloaz ez eus eus Mignoned Anjela, ur gevredigezh vihan eo ha memestra eo an drivet levr a vez embannet ganeomp*. Ar pezh a gave deomp a oa ar c’hentañ tra d’ober ‘oa embann oberenn glok Anjela Duval e brezhoneg. War-lerc’h, neuze, hon eus en em lakaet da labourat war an dastumad divyezhek-mañ. Met c’hoazh e rankemp kavout an troour mat. Start ha skoemp eo treiñ barzhonegoù. 

Abalamour da betra ho peus goulennet digant Paol Keineg ober an droidigezh ?
Digantañ e felle deomp goulenn pell ‘oa. Ur barzh meur eo Paol Keineg. Ouzhpenn-se e oar mat brezhoneg hag eo bet mignon gant Anjela Duval. Evidomp, neuze, e oa ar gwellañ troour hon dije gallet kavout… 

Daoust hag Anjela Duval ne oa ket a-enep ma vefe embannet he skridoù e galleg ?
An dra-se n’eo nemet ur vojenn. Hec’h-unan he doa troet darn eus he barzhonegoù e galleg ; adkavet hon eus anezhe en he faperioù. Ar pezh zo gwir, memestra, eo e vage santimantoù mesket evit ar galleg. Eus un tu e kare ar yezh-se evit he soutilded — ha hi ‘oa barrek-hardî d’ober ganti —, eus an tu all e oa kounnaret gant ar mod ma oa bet sanket e penn ar Vretoned e-plas ar brezhoneg. Kavout a ra deomp eo mat deomp bezañ bet embannet hec’h oberenn glok e brezhoneg a-raok al levr divyezhek-mañ. Emichañs e roio c’hoant d’un toullad gallegerien unyezhek da zeskiñ brezhoneg evit lenn ar varzhez war-eeun en he yezh. 

Penaos eo bet dibabet ar barzhonegoù ?
Gant Paol Keineg int bet dibabet tout, hervez e c’hoant. N’hon eus goulennet nemet daou dra digantañ : treiñ war-dro tri-ugent barzhoneg ha choaz meur a seurt dioute. 

Penaos eo al levr ?
Klasket hon eus ober ul levr brav, diginkl met cheuc’h. Ar vent (16 x 19 cm) hag ar golo gwevn a lak anezhañ da vezañ aezet da zerc’hel en dorn. Kant pevar-ugent pajennad ac’h a d’ober anezhañ, moullet war baper Centaure naturel 120 g/m2. 

Pegement eo lakaet e-gwerzh ?
Daou euro warn-ugent. Eus pelec’h emañ an titl-se o tont, 

Quatre Poires ?
Dav ‘vo deoc’h lenn al levr ‘benn gouzout ! 

Evit prenañ al levr, kasit ur chekenn 22 euro (war anv Mignoned Anjela) da 
Jean-Pierre Ar Foll, 
4 ar Genkiz, 
22340 Plevin. 

Ma kavit gwelloc’h prenañ al levr war ar Web, digant Amazon, klikit amañ

‘Mod all, ar stalioù a c’hell gourc’hemenn levrioù digant Coop Breizh : 02 98 93 83 14. Ne vez ket kavet c’hoazh er stalioù.





«