10 eur

10 eur ! Da eur Jiskar
8 eur d’an Heol.
Noz eo a-boan.
A-boan… Sell ‘ta
Perak eo deut ar ger-se
War veg va c’hreion ?
A-boan. Ya, poan…
A ! ar ger-se : poan
Va heuilhet en deus bemdez
War-bouez nebeut
Poan gorf pe poan spered
Zo bet ken lies va lod.
(Lod pep den moarvat)
Evel gopr ar Vuhez eo.

Hiziv emaon savet ur bazenn
E skeul an amzer
E skeul ar bloavezhioù
Ar bemzekvet ha tri-ugent
Ya da ! savet a lâront
« La vie montante » emezo
Diskenn eo a ran gwelapl
Stouiñ un tamm muioc’h
Bemdez war-zu ar bez
Tostaat d’ar gêr, eme Yann.

An deiz-mañ tri a viz Ebrel
‘Oan deut war Douar Breizh-Izel
En noz-mañ etre an dri hag ar bevar
‘Oa aet va zad d’ar Bed all.
Doue da reiñ Joa d’e anaon.
Eizh vloaz ha tregont zo abaoe.

Un nebeud mignoned o deus bet koun
Ur stourmer kozh hag ur stourmer yaouank
Ur vignonez a bell-bro.
Hetoù ha Profoù. Balzam d’ar galon
Er studier.
A, Doue meur an neñv
Nag eo ponner samm ar gozhni
samm ar bloavezhioù
Nag eo ponner samm an nammoù
Hag ur glac’har disiritañ
Ha gwelout o tisiritañ
Kement tra zo bet Levenez,
Kement tra zo bet Kened.
O gwelout o treiñ da fraost
E riskl da vout preizh ar bultur
— Doue ra viro —
Bev eo c’hoazh em c’hreiz
Feiz ho tadoù kozh
Ha karantez divuzul Douar Breizh.

Print Friendly, PDF & Email